Вход на сайт

Просмотр новости

Найдите то, что Вас интересует

E brezhoneg - Nitrates : des maires des Monts d'Arrée appellent à manifester contre le déclassement de leurs communes

Дата публикации: 20-09-2026 05:32:00

Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sul 20 a viz Gwengolo er Roc'h Tredudon zo bet savet gant lod ouzh an dilennidi lec'hel.

Основное содержимое страницы с новостью.

Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. © Radio France - Corentin Dévé

Diffusé le dimanche 20 septembre 2026 à 7h32

Publié le dimanche 20 septembre 2026 à 7h32

Nav kumun eus Menez Are zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sul 20 a viz Gwengolo er Roc'h Tredudon zo bet savet gant lod ouzh an dilennidi lec'hel.

Nav kumun zo bet skarzhet en hañv-mañ eus an takadoù bresk da geñver an nitratoù kaset gant al labour-douar : Berrien, Boneur, Brasparzh, Brenniliz, Ar Fouilhez, An Huelgoat, Lopereg, Plouie ha Sant-Riwal. Ha bez ez eus maered parrezioù all hag a souten anezhe, evel Fulup Plouzane. Maer Komana 'zo o vont da vanifestiñ disul mintin da 10 eur e kroazhent ar Roc'h Tredudon. Un afer demokratelezh eo da gentañ penn hervezañ. "Ar c'humunioù o deus roet o ali, Park an Arvorig ivez hag ar C'huzul Rannvro evit lavar n'oant ket a-du. Neuze ma 'vez klasket memes tra lakaat 'an arrêté' se e pleustr e talv ne vez ket selaouet ali an dilennidi hag an dud dre vras."

"Da lâret eo mont war-gil ..."

Ouzhpenn ar stumm d'ober ez eus kaoz eus an endro hag ar yec'hed pa 'vez komzet eus an nitratoù hag an niver a hañvouez aotreet da gas, pe get, er parkeier. "An nebeutañ a nitrat a vez ar gwellañ evit an dour. Pa 'ya an traoù war welaat e ranker lavar eo un dra vat. Met daoust hag-eñ e ranker neuze lakaat muioc'h en-dro ? Da lâret eo mont war-gil ..." Ar santimant o deus ar re a-enep an diviz-se, ne oar ket ar Stad petra zo d'ober. "Diouzh un tu klask gwellaat kalite an dour. Met diouzh an tu all e vez kemeret divizoù kontrol."

Sindikadoù al labour-douar, FDSEA ha JA, a zo laouen gant an diviz-mañ. Poent eo paouez gant ar reolennoù-se emeze, ha nompas kas hañvouez da rannvroioù all.

En français

Des maires des Monts d'Arrée appellent à manifester ce dimanche 20 septembre matin à 10 heures au rond-point du Roc'h Tredudon. Ils s'opposent, avec le soutien d'associations, au déclassement voulu par l'Etat de leurs communes des zones vulnérables aux nitrates d'origine agricole. Elles sont les premières communes en Bretagne à en sortir, plus de 30 ans après leur mise en place. Ce qui veut dire des règles d'épandage de lisier assouplies.

Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel

Adresse e-mail (obligatoire)

Exemple : nom@email.com

En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.

Écoutez d’autres épisodes de l'émissionPasser la section

Ho pugale pe ho mibien-vihan zo kroget gant ar brezhoneg ha c’hoant hoc’h eus da skoazellañ anezho ? Ur staj a vo aozet gant Ti ar vro Bro Kemperle d'ar Sadorn 10 e viz Here.

Il y a 20 h

D'ar Sul 27 a viz Gwengolo e vo dilennet an hanter eus ar senedourien. E-giz bep tri bloaz e vez votet gant an dilennerien veur evit dibab an hanter eus an 348 senedour. E Penn ar Bed, Il ha Gwilen hag Aodoù an Arvor 'vo dalc'het.

Le 21/09/2026

An dibenn-sizhun-mañ e vo aozet ul lid e brezhoneg e bro Belgia en enor d'un den eus Penn-ar-Bed marvet e 1915. Yves Marie Carval, ganet e Plogoff, a oa unan eus ar vartoloded breizhat a stourmas e bro Belgia e-pad ar brezel bed kentañ. Abaoe pell e oa e familh o klask lec'h resis e lec'h beziañ.

Le 19/09/2026

Digoret 'vo dorioù ur bern savadurioù d'ar Sadorn 19 hag ar Sul 20 a viz Gwengolo, evit devezhioù europead ar glad. Bez ez eus gweladennoù e-leizh kinniget er vro, e savadurioù publik pe prevez. Ha reoù 'zo 'vo kaset e brezhoneg. Evel e Kastell Paol, e bro Leon, e maner Kermoruz.

Le 18/09/2026

Схожие новости

#Наименование новостиТональностьИнформативностьДата публикации
1"Un impact jusqu'à la mer": 700 personnes ont manifesté dans les Monts d'Arrée, inquiètes pour la ressource en eau012.5821-09-2026
2E brezhoneg - "On va dans chaque mairie", dernière semaine de campagne avant les sénatoriales dans les Côtes-d'Armor010.0921-09-2026
3A gagner sur ICI Breizh Izel : votre week-end en Cabanétape au camping de Botmeur012.6516-09-2026
4Protests demanding NEET ban, Minister Pradhan’s resignation gather steam in Coimbatore01024-07-2026
5E brezhoneg : un stage ouvert aux parents ou grands parents d'enfants en bilingue pour s'entrainer aux bases de breton010.8122-09-2026
6СМИ: МВД Франции мобилизует силы в 53-й день протеста "желтых жилетов"0016-11-2019
7E brezhoneg - 111 ans après sa mort, une cérémonie en breton en Belgique pour rendre hommage à un fusiller marin010.5719-09-2026
8Экоактивисты развернули на кране у Нотр-Дам баннер с призывом решить проблемы экологии0009-07-2020
9СМИ: во Франции идет спецоперация по поиску стрелявшего в жандармов0030-05-2021
10СМИ: манифестация против уничтожения сельскохозяйственных угодий прошла у мэрии Парижа0010-10-2021

Классификация: Общество. Схожих патентов: 0. Схожих новостей: 10. Тональность: 0. Информативность: 10.4. Источник: www.francebleu.fr.